mercredi 8 février 2012

Afer douaroù Ti Laosket e Gras-Gwengamp

https://www.radiobreizh.bzh/episode/1706

E Gras, 'kichen Gwengamp, 'oa savet reuz bloaz zo war-dro da douaroù e Ti Laosket. Fellout 'rae da div blac'h yaouank, Gael Le Jeune ha Coline Sorel, en em staliañ gant dañvadezed d'ober fourmaj e bio. Kaset ar goulenn gante d'ar SAFER, e karg deus an dasparzh douaroù-labour, met n'o devoa bet respont ebet. 'Benn fin, hep na vije bet lâret dê, 'oa bet laosket an douaroù gant unan all, d'ober saout-laezh en ur mod hengounel. Direizh-kaer eo seblantet d'ur bern tud seurt doareoù ober. Diwar se zo savet ur pezh stourm da sikour an div blac'h, gant Confédération Paysanne, ar GAB (stroll al labour-douar biologel) hag un dek kevredigezh bennaket o harpañ. Muioc'h a zisplegadennoù gant Gael Le Jeune.

Deus mikro Tugdual Karluer